jeudi 3 juin 2010

Emichañs e ouezoc"h dija em eus gounezet priz ar vugale 2010. Benn ar fin e ouezan c'hoazh pezh a blije din ma oan bihan.
Trugarez d'an holl o deus votet evidon, gounezet em eus memestra gant 65% eus ar votoù.

Adkregiñ a ran neuze da labourat va heul gwad ar granared.

Setu ur pennad war ar mintinvezh tremenet e Komana dilun 31 a viz Mae.
http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=18504

vendredi 10 juillet 2009

Priz ar yaouankiz

Gouzout a reoc'h mat an dra-se: aet eo ar maout gant al levr "gwad ar Granared" er rummad 4re/3de/lise !

Trugarez d'an holl o deus votet evidon. Evit ar re n'o deus ket lennet c'hoazh va levr, bremañ e ouezoc'h eo ul levr en deus plijet d'ur bern lennerien.
Evit va levr kentañ eo brav gounit ur priz pouezus evelse. Skrivagnerien brudet e oa memestra: Yann-Fañch Jacq, Yann Gervenn.

Bremañ eo ret din labourat war an heuliad. Kroget 'm eus dija ha keleier vo roet deoc'h a-benn nebeut.

Skrivet 'm eus ul levr all evit ar re vihan anvet "brezel ar porzh c'hoari", gwelet vo anezhañ e priz ar vugale 2010. Gwelet vo ma c'hellan skrivañ c'hoazh evit ar vugale CE/CM.

dimanche 17 mai 2009

Tagadenn ar gêriadenn

Setu benn ar fin an tresadenn a-bezh. Lakaet em boa un tamm nemetken ar bloaz paseet.



Treset ur wech c'hoazh gant Liane Lhéret

dimanche 1 février 2009

Pangern


Setu ur mennoz evit ar pangern. C'hoant em eus bet un neuz tost ouzh anevaled gwir met ret eo bet kavout traoù disheñvel evel al lost da skouer.


dimanche 11 janvier 2009

Orin al levr

Perak em eus skrivet al levr-se?
Deuet eo ar mennoz din e 2005 e-pad ar prizioù war frañs3. Roet eo bet ur priz d'ur skrivagner evit ur vandenn-treset. Diskouezet eo bet al levr en tele ha diouzhtu on bet un tammig dipitet gant an tresadennoù. Lenn a ran kalz a vandennoù-treset ha pismigañ a ran alies war an tresadennoù. Neuze em eus graet ur bilañs eus ar vandennoù-treset e brezhoneg: ar vandennoù-treset mat zo troet ha kentoc'h graet evit bugale ar skolaj hag ar re zo savet e brezhoneg n'o deus ket tresadennoù brav.
Setu kroget ganin da ijinañ un istor evit ur c'helc'hiad (cycle) bandennoù treset evel Lanfeust de Troy
E penn kentañ em eus soñjet ober un istor e breizh e-pad ar Grenn Amzer peogwir e oa kalz a brezelioù. Benn ar fin e oa re kasaüs peogwir n'em boa ket kalz a frankiz abalamour e vefe stag ouzh istor Breizh. Da skouer ne c'hellfen ket lakaat da vervel un haroz a-bouez.
Setu choazet ganin sevel ur bed faltaziñ. C'hoant em boa e vefe ur bopl vretonned o vevañ war un douar evel Breizh. Da laret eo e oa ar memes soñj eget a-raok met gant muioc'h a frankiz.
Met pa 'm eus kroget da skrivañ eo cheñchet va menoz. Ijinet eo bet ar c'helsed, bed Erandren , ur c'hevredigezh. Prest e oa an istor met mankout a rae din un tresour.

Evit gortoz em eus kroget da skrivañ "gwad ar granared". C'hoant em boa e vefe desket un dra a c'hellfe bezañ adimplijet er vandennoù treset. Setu em eus kontet istor tud un harozez eus ar vandennoù treset.


Un tamm bilañs eus tout an istorioù peogwir eo marteze un tammig luziet:

Istor penn kentañ ar brezel etre ar c'helsed hag an dud.


Penaos eo erruet ar c'hleze burzhudus er familh kranar.

"Gwad ar granared"

Bandennoù treset
Kelc'hiad 1 Brezel Erandren
Kelc'hiad 2 titl ebet c'hoazh
Kelc'hiad 3 titl ebet c'hoazh

Goulennoù skolidi ar Releg

Me zo bet n'eus ket pell zo e skolaj diwan ar Releg ha kalz goulennoù zo bet graet din. Me zo vont da respont dezho amañ.

Perak peus ket komzet muioc'h eus ar c'hleze burzhudus?
Lakaet em eus ar c'hleze burzhudus en istor evit komz outi goude. Eveljust en istor gwad ar granared n'eo ket pouezus e vefe burzhudus peogwir ne implij anezhañ nemet evit en em gannañ evel gant ur c'hleze normal.
Setu e vo muioc'h a-bouez e-barzh an istorioù da heul. Displeget e vo ivez penaos eo erruet e-barzh familh Aodren en ul levr all.

Petra teuio ar babig Lena da vezañ?
An istor o tont a zo graet kentoc'h evit bezañ bandennoù treset met evit ar poent ne kavan tresour ebet.
Evit ar poent eo anvet "Emgannoù Erandren". Diskrivet vo un tammig muioc'h bed gwad ar granared. Gwelet vo neuze penaos eo kevredigezh Erandren lec'h ma vev an dud. Gwelet vo ivez petra eo istor ar brezel etre an dud hag ar c'helsed. Eveljust e vo a-bouez plas Lena en istor-se.

Trugarez da skolidi ar Releg.

vendredi 31 octobre 2008

Setu penn kentañ al levr evit gouzout un tammig petra zo kaoz.


Uisant Créquer
Gwad ar Granared
1. Un nozvezh heugus
Aodren a zihunas en ur alaniñ buan, c’hwezenn war e zremm. An noz oa c’hoazh, neuze e klaskas kousket en-dro met klevout a reas trouz kloc’h ar gêriadenn. Ne veze implijet ar c’hloc’h nemet evit un dañjer bennak. Ar paotr a glevas eus an diavaez huchadennoù merc’hed o redek gant an aon, e keit-se e oa o gwazed o c'hervel sikour. Trouzioù mantrus a zeue eus an diavaez. Aodren a zeas kuit eus e wele, dipitet e oa: oc'h ober un huñvre ken brav. Kemer a reas ur voest eus dindan e wele, e-barzh e oa ur c’hleze gant ul lizherenn “K“ warni. Ur c’hleze brav-kenañ hag a oa bet roet dezhañ gant e dad. Lakaet keñver ha keñver gant e di e oa ar c’hleze dek gwech pouezusoc’h egetañ. Ar paotr a ziwallas ouzh an arm en ur gemer anezhañ peogwir e oa an dra nemetañ laosket dezhañ goude ma oa aet kuit eus e familh. Al lizherenn “K“ warnañ a ziskoueze e oa en e familh abaoe pell, e anv oa Kranar. Ur familh vrudet ha pinvidik e oa met Aodren a oa aet kuit evit kaout ur vuhez diaesoc’h met gwelloc’h evitañ. Kemer a reas ar c’hleze hag e fiñvas un tammig anezhañ. Aes oa da vrezeliñ gantañ ken skañv (léger) ha lemm (tranchant) ma oa.
O sellout ouzh e gleze e oa pa erruas unan eus ar re a oa o tagañ ar gêriadenn: ur gels. Ar gels zo etre aneval ha den. Brasoc’h eget un den eo hag ivez kalz kreñvoc’h. N’en deus fri ebet met daou doull bihan en e blas. E zaoulagad ruz a oa o sellet outañ, bihan-tre hag enkrezus-kenañ e oant. En e c'henou digor e oa dent evit debriñ kig : kig den. Met an dra souezhusañ oa e gorn e-kreiz e dal. Evit ar poent ne oa nemet ur goulenn e penn Aodren : “Penaos emaon o vont d’ober evit mont kuit eus va c’hambr?“ Pa oa erruet ar gels er sal e oa o klask un dra, sellet a rae e pep lec’h met pa'z erruas e zaoulagad war ar paour-kaezh den e reas un huchadenn kreñv-kenañ hag e lammas gant e vouc'hal war A,odren. Met hennezh a oa kuzhet a-dreñv e wele dija. Aodren ne ouie ket petra ober, re aon en doa dirak ul loen ken bras. Ar gels a oa o tostaat dezhañ pa gemeras ar paotr e gleze. A-greiz-holl, ul liv ruz o tont eus ar c'hleze! Spontet e oa ar gels met ne chomas sebezet nemet e-pad un nebeut eilennoù. Evit Aodren e oa al liv ruz hag an tommder o tont eus ar c’hleze ar pezh en doa ezhomm evit kaout konfiañs ennañ. Tapout a reas krog en e wele gant e zorn hag e vountas anezhañ war e enebour. E dager a oa war al leur neuze e stlepas e gleze war-zu e benn. Siwazh evitañ e lakaas ar gels e vouc'hal evit enebiñ ouzh an taol. Goude-se ne c’hellas ket diwall ouzh an taol troad en e gof. War al leur e oa , ne chome nemet d’e enebour lazhañ anezhañ hag e vefe echu ar stourm. Met e-lec’h lazhañ anezhañ diouzhtu e kemeras gouzoug Aodren en e zorn hag e savas anezhañ a-us d’al leur. Aodren ne ouie ket petra ober, ne c'helle ket mui alaniñ. Gwelout a reas en doa c’hoazh e gleze en e zorn. Hep soñjal e troc’has gouzoug ar gels en un taol. Kouezhañ a reas war al leur hag e welas e enebour o kouezhañ d'e dro dirazañ. Gwad a oa war e zaouarn hag e zremm. Adkemer a reas e alan. Lazhet en doa evit ar wech kentañ en e vuhez. Klevet e veze c’hoazh huchadennoù tud en diavaez. O sellet ouzh ar gels marv e oa pa savas ennañ ar c’hoant lazhañ, en em venjiñ, lazhañ an anevaled evit ar pezh a raent d’e amezeien. Aodren a gemeras e gleze hag e tigoras an nor. Dirazañ e oa un arvest (scène) ken kriz m' en doa c’hoant lenvañ. Merc’hed a oa o redek gant kelsed war o lerc’h, e-pad an amzer-se e oa o gwazed oc’h en em gannañ gant ostilhoù feurm. A-dreñv e oa tiez kroget an tan enno. Meur a beizant a oa bet lazhet, o gwad o oa o redek betek ar stêr e-kichen. Just dirazañ e welas ur plac'h treuzet gant ur goaf. Kouezhañ a reas war al leur hag ar gels a skoas anezhi evit ma varfe da vat. Aodren a redas e-kreiz an emgann, e gleze prest da lazhañ. Redek a reas betek ar gels en doa gwelet o lazhañ just a-raok. Ar gels a oa oc'h echuiñ gant ar plac'h neuze ne welas ket ar paotr oc'h erruout a-dreñv dezhañ. Santout a reas ar c'hleze o troc'hañ e c'houzoug met re ziwezhat evitañ. Gwelet a reas e gamarad Peran tost da vezañ treuzet gant ur goaf. Ar peizant n’en doa nemet ur rastell gantañ. Aodren a'z eas neuze da sikour anezhañ da stourm. Peran a zeuas a-benn da c'hloazañ ar gels en e skoaz met hennezh a roas un taol dezhañ d'e c'har hag e kouezhas war an douar. Aodren a roas un taol kleze e kof an enebour hag a varvas war an taol. Peran a drugarekaas e vignon hag an daou zen a'z eas da sikour ar re all. Klevet e oa trouz an armoù o strakal er gêriadenn a-bezh hag an holl annezidi a oa o tifenn o zi daoust ma oa dañjerus-kenañ. Korfoù divuhez an dud a oa niverusoc'h-niverus, aes e oa bezañ lazhet. An dud a stourme evit o familh, o zi, met ne oa ket a-walc'h. Familhoù a-bezh a oa bet devet en o zi, tadoù a stourme evit o bugale chomet kuzhet met ne ouient ket e oant bet lazhet dija ur wech bet kavet gant ur gels. An traoù euzhus (horreur) bet gwelet gant an dud en nozvezh-se a chomfe en o memor e-pad o buhez a-bezh.

samedi 18 octobre 2008

Saloñs Karaez

Deuit da welet ac'hanon da saloñs al levrioù e Karaez. Gellet a reoc'h komz ganin d'ar sadorn 25 a viz here e stal keit vimp bev.