vendredi 31 octobre 2008

Setu penn kentañ al levr evit gouzout un tammig petra zo kaoz.


Uisant Créquer
Gwad ar Granared
1. Un nozvezh heugus
Aodren a zihunas en ur alaniñ buan, c’hwezenn war e zremm. An noz oa c’hoazh, neuze e klaskas kousket en-dro met klevout a reas trouz kloc’h ar gêriadenn. Ne veze implijet ar c’hloc’h nemet evit un dañjer bennak. Ar paotr a glevas eus an diavaez huchadennoù merc’hed o redek gant an aon, e keit-se e oa o gwazed o c'hervel sikour. Trouzioù mantrus a zeue eus an diavaez. Aodren a zeas kuit eus e wele, dipitet e oa: oc'h ober un huñvre ken brav. Kemer a reas ur voest eus dindan e wele, e-barzh e oa ur c’hleze gant ul lizherenn “K“ warni. Ur c’hleze brav-kenañ hag a oa bet roet dezhañ gant e dad. Lakaet keñver ha keñver gant e di e oa ar c’hleze dek gwech pouezusoc’h egetañ. Ar paotr a ziwallas ouzh an arm en ur gemer anezhañ peogwir e oa an dra nemetañ laosket dezhañ goude ma oa aet kuit eus e familh. Al lizherenn “K“ warnañ a ziskoueze e oa en e familh abaoe pell, e anv oa Kranar. Ur familh vrudet ha pinvidik e oa met Aodren a oa aet kuit evit kaout ur vuhez diaesoc’h met gwelloc’h evitañ. Kemer a reas ar c’hleze hag e fiñvas un tammig anezhañ. Aes oa da vrezeliñ gantañ ken skañv (léger) ha lemm (tranchant) ma oa.
O sellout ouzh e gleze e oa pa erruas unan eus ar re a oa o tagañ ar gêriadenn: ur gels. Ar gels zo etre aneval ha den. Brasoc’h eget un den eo hag ivez kalz kreñvoc’h. N’en deus fri ebet met daou doull bihan en e blas. E zaoulagad ruz a oa o sellet outañ, bihan-tre hag enkrezus-kenañ e oant. En e c'henou digor e oa dent evit debriñ kig : kig den. Met an dra souezhusañ oa e gorn e-kreiz e dal. Evit ar poent ne oa nemet ur goulenn e penn Aodren : “Penaos emaon o vont d’ober evit mont kuit eus va c’hambr?“ Pa oa erruet ar gels er sal e oa o klask un dra, sellet a rae e pep lec’h met pa'z erruas e zaoulagad war ar paour-kaezh den e reas un huchadenn kreñv-kenañ hag e lammas gant e vouc'hal war A,odren. Met hennezh a oa kuzhet a-dreñv e wele dija. Aodren ne ouie ket petra ober, re aon en doa dirak ul loen ken bras. Ar gels a oa o tostaat dezhañ pa gemeras ar paotr e gleze. A-greiz-holl, ul liv ruz o tont eus ar c'hleze! Spontet e oa ar gels met ne chomas sebezet nemet e-pad un nebeut eilennoù. Evit Aodren e oa al liv ruz hag an tommder o tont eus ar c’hleze ar pezh en doa ezhomm evit kaout konfiañs ennañ. Tapout a reas krog en e wele gant e zorn hag e vountas anezhañ war e enebour. E dager a oa war al leur neuze e stlepas e gleze war-zu e benn. Siwazh evitañ e lakaas ar gels e vouc'hal evit enebiñ ouzh an taol. Goude-se ne c’hellas ket diwall ouzh an taol troad en e gof. War al leur e oa , ne chome nemet d’e enebour lazhañ anezhañ hag e vefe echu ar stourm. Met e-lec’h lazhañ anezhañ diouzhtu e kemeras gouzoug Aodren en e zorn hag e savas anezhañ a-us d’al leur. Aodren ne ouie ket petra ober, ne c'helle ket mui alaniñ. Gwelout a reas en doa c’hoazh e gleze en e zorn. Hep soñjal e troc’has gouzoug ar gels en un taol. Kouezhañ a reas war al leur hag e welas e enebour o kouezhañ d'e dro dirazañ. Gwad a oa war e zaouarn hag e zremm. Adkemer a reas e alan. Lazhet en doa evit ar wech kentañ en e vuhez. Klevet e veze c’hoazh huchadennoù tud en diavaez. O sellet ouzh ar gels marv e oa pa savas ennañ ar c’hoant lazhañ, en em venjiñ, lazhañ an anevaled evit ar pezh a raent d’e amezeien. Aodren a gemeras e gleze hag e tigoras an nor. Dirazañ e oa un arvest (scène) ken kriz m' en doa c’hoant lenvañ. Merc’hed a oa o redek gant kelsed war o lerc’h, e-pad an amzer-se e oa o gwazed oc’h en em gannañ gant ostilhoù feurm. A-dreñv e oa tiez kroget an tan enno. Meur a beizant a oa bet lazhet, o gwad o oa o redek betek ar stêr e-kichen. Just dirazañ e welas ur plac'h treuzet gant ur goaf. Kouezhañ a reas war al leur hag ar gels a skoas anezhi evit ma varfe da vat. Aodren a redas e-kreiz an emgann, e gleze prest da lazhañ. Redek a reas betek ar gels en doa gwelet o lazhañ just a-raok. Ar gels a oa oc'h echuiñ gant ar plac'h neuze ne welas ket ar paotr oc'h erruout a-dreñv dezhañ. Santout a reas ar c'hleze o troc'hañ e c'houzoug met re ziwezhat evitañ. Gwelet a reas e gamarad Peran tost da vezañ treuzet gant ur goaf. Ar peizant n’en doa nemet ur rastell gantañ. Aodren a'z eas neuze da sikour anezhañ da stourm. Peran a zeuas a-benn da c'hloazañ ar gels en e skoaz met hennezh a roas un taol dezhañ d'e c'har hag e kouezhas war an douar. Aodren a roas un taol kleze e kof an enebour hag a varvas war an taol. Peran a drugarekaas e vignon hag an daou zen a'z eas da sikour ar re all. Klevet e oa trouz an armoù o strakal er gêriadenn a-bezh hag an holl annezidi a oa o tifenn o zi daoust ma oa dañjerus-kenañ. Korfoù divuhez an dud a oa niverusoc'h-niverus, aes e oa bezañ lazhet. An dud a stourme evit o familh, o zi, met ne oa ket a-walc'h. Familhoù a-bezh a oa bet devet en o zi, tadoù a stourme evit o bugale chomet kuzhet met ne ouient ket e oant bet lazhet dija ur wech bet kavet gant ur gels. An traoù euzhus (horreur) bet gwelet gant an dud en nozvezh-se a chomfe en o memor e-pad o buhez a-bezh.

samedi 18 octobre 2008

Saloñs Karaez

Deuit da welet ac'hanon da saloñs al levrioù e Karaez. Gellet a reoc'h komz ganin d'ar sadorn 25 a viz here e stal keit vimp bev.

Setu an aneval a zo evel ar marc'h evit ar c'helsed. Mont a reont buan a-walc'h e-pad pell. Mat kenañ int evit redek er c'hoadoù peogwir e vevont e-barzh. Choazet int bet gant ar c'helsed peogwir int kreñv kenañ, neuze e-pad en emgannoù e c'hellont kendelc'her da tagañ gant kloazadennoù e-leizh.

mercredi 24 septembre 2008

Golo


Setu golo al levr. Gellet a reoc'h gwelet anezhañ a-raok an holl. Ar c'hleze e kreiz a zo un tammig klasel met brav eo memestra. Ar c'hleze n'eo ket pouezus en istor met diskouez a ra ez eus emgannoù. A-dreñv ez eus ur c'hoad evit kaout ur skeudenn er foñs, a-bouezh eo e-pad tout an istor. N'o peus c'hoant lenn anezhañ o welet un dra brav evelse?

dimanche 21 septembre 2008

Gwad en noz


Setu un tamm eus tresadenn tamm kentañ al levr, lec'h m'eo taget ar geriadenn.
Treset eo bet gant Liane Lhéret.

samedi 20 septembre 2008

Tresadennoù




Setu un tresadenn kels. Er penn kentañ em boa c'hoant lakaat anezhañ e-barzh al levr met benn ar fin n'eo ket bet lakaet abalamour da reolennoù priz ar yaouankiz.

E-barzh al levr n'ez eus ket un diskrivadenn vras neuze e lakan an tresadenn-se evit vefe gwelet gant al lennerien petra eo ar c'helsed. Sûr eo ne seblantont ket jentil kenañ.


Treset eo bet gant Liane Lhéret.

Digoradur lec'hienn al levr

Lakaat a ran ar skrid kentañ evit digeriñ al lec'hienn. Gwelet ho peus eo du ar bajenn, graet eo espres-kâer evit en ekologiezh.

Neuze, petra vo war al lec'hienn-mañ?
-Tresadennoù bet graet evit al levr (trugarez da mamm Tancrède).
-Keloù va al levrioù a vo skrivet emichañs. Mat e vefe diskouez d'al lennerien bed gwir Aodren.
-Marteze e vo lennerien a vo kalonek a-walc'h evit lakaat ur gerig bihan.