vendredi 31 octobre 2008

Setu penn kentañ al levr evit gouzout un tammig petra zo kaoz.


Uisant Créquer
Gwad ar Granared
1. Un nozvezh heugus
Aodren a zihunas en ur alaniñ buan, c’hwezenn war e zremm. An noz oa c’hoazh, neuze e klaskas kousket en-dro met klevout a reas trouz kloc’h ar gêriadenn. Ne veze implijet ar c’hloc’h nemet evit un dañjer bennak. Ar paotr a glevas eus an diavaez huchadennoù merc’hed o redek gant an aon, e keit-se e oa o gwazed o c'hervel sikour. Trouzioù mantrus a zeue eus an diavaez. Aodren a zeas kuit eus e wele, dipitet e oa: oc'h ober un huñvre ken brav. Kemer a reas ur voest eus dindan e wele, e-barzh e oa ur c’hleze gant ul lizherenn “K“ warni. Ur c’hleze brav-kenañ hag a oa bet roet dezhañ gant e dad. Lakaet keñver ha keñver gant e di e oa ar c’hleze dek gwech pouezusoc’h egetañ. Ar paotr a ziwallas ouzh an arm en ur gemer anezhañ peogwir e oa an dra nemetañ laosket dezhañ goude ma oa aet kuit eus e familh. Al lizherenn “K“ warnañ a ziskoueze e oa en e familh abaoe pell, e anv oa Kranar. Ur familh vrudet ha pinvidik e oa met Aodren a oa aet kuit evit kaout ur vuhez diaesoc’h met gwelloc’h evitañ. Kemer a reas ar c’hleze hag e fiñvas un tammig anezhañ. Aes oa da vrezeliñ gantañ ken skañv (léger) ha lemm (tranchant) ma oa.
O sellout ouzh e gleze e oa pa erruas unan eus ar re a oa o tagañ ar gêriadenn: ur gels. Ar gels zo etre aneval ha den. Brasoc’h eget un den eo hag ivez kalz kreñvoc’h. N’en deus fri ebet met daou doull bihan en e blas. E zaoulagad ruz a oa o sellet outañ, bihan-tre hag enkrezus-kenañ e oant. En e c'henou digor e oa dent evit debriñ kig : kig den. Met an dra souezhusañ oa e gorn e-kreiz e dal. Evit ar poent ne oa nemet ur goulenn e penn Aodren : “Penaos emaon o vont d’ober evit mont kuit eus va c’hambr?“ Pa oa erruet ar gels er sal e oa o klask un dra, sellet a rae e pep lec’h met pa'z erruas e zaoulagad war ar paour-kaezh den e reas un huchadenn kreñv-kenañ hag e lammas gant e vouc'hal war A,odren. Met hennezh a oa kuzhet a-dreñv e wele dija. Aodren ne ouie ket petra ober, re aon en doa dirak ul loen ken bras. Ar gels a oa o tostaat dezhañ pa gemeras ar paotr e gleze. A-greiz-holl, ul liv ruz o tont eus ar c'hleze! Spontet e oa ar gels met ne chomas sebezet nemet e-pad un nebeut eilennoù. Evit Aodren e oa al liv ruz hag an tommder o tont eus ar c’hleze ar pezh en doa ezhomm evit kaout konfiañs ennañ. Tapout a reas krog en e wele gant e zorn hag e vountas anezhañ war e enebour. E dager a oa war al leur neuze e stlepas e gleze war-zu e benn. Siwazh evitañ e lakaas ar gels e vouc'hal evit enebiñ ouzh an taol. Goude-se ne c’hellas ket diwall ouzh an taol troad en e gof. War al leur e oa , ne chome nemet d’e enebour lazhañ anezhañ hag e vefe echu ar stourm. Met e-lec’h lazhañ anezhañ diouzhtu e kemeras gouzoug Aodren en e zorn hag e savas anezhañ a-us d’al leur. Aodren ne ouie ket petra ober, ne c'helle ket mui alaniñ. Gwelout a reas en doa c’hoazh e gleze en e zorn. Hep soñjal e troc’has gouzoug ar gels en un taol. Kouezhañ a reas war al leur hag e welas e enebour o kouezhañ d'e dro dirazañ. Gwad a oa war e zaouarn hag e zremm. Adkemer a reas e alan. Lazhet en doa evit ar wech kentañ en e vuhez. Klevet e veze c’hoazh huchadennoù tud en diavaez. O sellet ouzh ar gels marv e oa pa savas ennañ ar c’hoant lazhañ, en em venjiñ, lazhañ an anevaled evit ar pezh a raent d’e amezeien. Aodren a gemeras e gleze hag e tigoras an nor. Dirazañ e oa un arvest (scène) ken kriz m' en doa c’hoant lenvañ. Merc’hed a oa o redek gant kelsed war o lerc’h, e-pad an amzer-se e oa o gwazed oc’h en em gannañ gant ostilhoù feurm. A-dreñv e oa tiez kroget an tan enno. Meur a beizant a oa bet lazhet, o gwad o oa o redek betek ar stêr e-kichen. Just dirazañ e welas ur plac'h treuzet gant ur goaf. Kouezhañ a reas war al leur hag ar gels a skoas anezhi evit ma varfe da vat. Aodren a redas e-kreiz an emgann, e gleze prest da lazhañ. Redek a reas betek ar gels en doa gwelet o lazhañ just a-raok. Ar gels a oa oc'h echuiñ gant ar plac'h neuze ne welas ket ar paotr oc'h erruout a-dreñv dezhañ. Santout a reas ar c'hleze o troc'hañ e c'houzoug met re ziwezhat evitañ. Gwelet a reas e gamarad Peran tost da vezañ treuzet gant ur goaf. Ar peizant n’en doa nemet ur rastell gantañ. Aodren a'z eas neuze da sikour anezhañ da stourm. Peran a zeuas a-benn da c'hloazañ ar gels en e skoaz met hennezh a roas un taol dezhañ d'e c'har hag e kouezhas war an douar. Aodren a roas un taol kleze e kof an enebour hag a varvas war an taol. Peran a drugarekaas e vignon hag an daou zen a'z eas da sikour ar re all. Klevet e oa trouz an armoù o strakal er gêriadenn a-bezh hag an holl annezidi a oa o tifenn o zi daoust ma oa dañjerus-kenañ. Korfoù divuhez an dud a oa niverusoc'h-niverus, aes e oa bezañ lazhet. An dud a stourme evit o familh, o zi, met ne oa ket a-walc'h. Familhoù a-bezh a oa bet devet en o zi, tadoù a stourme evit o bugale chomet kuzhet met ne ouient ket e oant bet lazhet dija ur wech bet kavet gant ur gels. An traoù euzhus (horreur) bet gwelet gant an dud en nozvezh-se a chomfe en o memor e-pad o buhez a-bezh.

samedi 18 octobre 2008

Saloñs Karaez

Deuit da welet ac'hanon da saloñs al levrioù e Karaez. Gellet a reoc'h komz ganin d'ar sadorn 25 a viz here e stal keit vimp bev.

Setu an aneval a zo evel ar marc'h evit ar c'helsed. Mont a reont buan a-walc'h e-pad pell. Mat kenañ int evit redek er c'hoadoù peogwir e vevont e-barzh. Choazet int bet gant ar c'helsed peogwir int kreñv kenañ, neuze e-pad en emgannoù e c'hellont kendelc'her da tagañ gant kloazadennoù e-leizh.